Gweladenniñ
e brezhoneg
Pourmenadennoù e brezhoneg a vez kinniget e pep lec'h. Ha muioc'h mui a dud a deu. Evel e Kastell an Tarv, war roudoù Paolig Combot.
«Tregont plas a vez miret war ar vag. Leun eo bewech. Eus partout e teu an dud, eus Brest hag Aodoù an Arvor zoken ! » Ha mod-se emañ bep miz. Eus miz Ebrel betek miz Here. Ugent munut e bourzh ar vag. Hag emaint degouezhet war unan eus al lec'hioù kaerañ e Bro Leon: Kastell an Tarv, e-kreiz bae Montroulez. E-pad un eurvezh e vo diskouezet tenzorioù ar c'hastell dezho... e brezhoneg, mar plij !
«Al lodenn vrasañ eus an dud a zo eus ar c'hontre. A-viskoazh o deus gwelet ar c'hastell dirak o daoulagad, met n'o deus ket bet tro da weladenniñ.» Marteze a-walc'h... Met perak mont da weladenniñ ar c'hastell e brezhoneg, pa c'heller ober e galleg ? Evit plijadur ar yezh, eme Paolig Combot !
« Un nebeut emsaverien a zo. Un nebeut tud o tont eus ar skolioù divyezhek. Met ar pep brasañ a zo tud eus ar Vro, war an oad, brezhonegerien a orin. Kalzig a dud a zo « kar o yezh », daoust ma n'int ket emsaverien ! An dud-se a blij dezho klevout brezhoneg. A-wechoù e vez gwelet tud n'int ket gouest da gaozeal, met intent a reont mat a-walc'h. Me, ne lavaran gêr ebet e galleg e-pad ar weladenn. Klask a ran distagañ dousig. Plijadur o deus ar vrezhonegerien ! »
Istor ar Vro
Un doare nevez da sachañ tud e lec'hioù zo eo ar brezhoneg. Un doare da gaout plijadur asambles. Un doare da zeskiñ ivez.
«E-barzh Kastell an Tarv e c'hellomp touchañ ouzh istor ar Vro. Lod a zo souezhet o c'houzout e veze produet 10.000 kilometrad a lien e bro Montroulez er XVIvet kantved hag e oa bet pilhet ar vro-se gant Saozon abalamour e oa pinvidik. Traoù a bep seurt a c'heller kontañ. Penaos e oa bet savet ar c'hastell gant Vauban, Garangeau, pe Fraisier, paotr ar sivi ! Komzet e vez eus La Chalotais, bet prokulor jeneral e Roazhon, eus ar c'habiten Hersard de la Villemarqué (tad Kervarker, marteze ?), eus Blanqui, an dispac'her, bet toullbac'het ha bet o skrivañ ul levr e-barzh Kastell an Tarv. En XXvet kantved e veze feurmet ar c'hastell gant familhoù eus Pariz, evel ar re de Villemorin, mignoned da André Malraux, hag a c'helle ober amañ ar pezh a garent. »
Ur goulenn a zo
Pourmenadennoù seurt-se, e brezhoneg, a vez kinniget muioc'h mui, e pep lec'h er Vro. Pourmenadennoù da zizoloiñ an natur e bro an Alre, da zerc'hel soñj eus ar vuhez gwechall e bro Leon, da vale e kreiz kêr Montroulez, pe pourmenadennoù... evit pourmen, asambles gant tud all !
« D'am soñj eo un dra vat. Ur goulenn a zo. An dud a blij dezho ober gant ar yezh. Rak n'o deus ket, atav, traoù d'ober gant ar brezhoneg e-barzh o familh. Plijadur o deus da selaou. Ha plijadur am eus me ivez. Brezhonegerien ampart a welan a-wechoù, tud a oar gwelloc'h ar yezh egedon. Deskiñ a ran ganto ivez ! »
Ha pa soñjer... Perak e vez graet «Kastell an Tarv» eus outañ. Teir displegadenn a vefe, hervez Paolig Combot. Ma fell deoc'h gouzout pelloc'h, kit da selaou anezhañ !
Lionel Buannic
pennad embannet e-barzh An Delegram d'ar pevarvet-warn-ugent a viz mae daou-vil-seizh (24 Mae 2007)
Pourmenadenn da Gastell an Tarv, d'ar sadorn 26 a viz Mae 2007.
Emgav: Karanteg, traezh ar c'helenn, 2,30/10 €.
Titouroù: 02.98.63.98.79 (Kevredigezh KLT).
E galleg, en français
Découvrir la Bretagne, ses paysages, son patrimoine, sa faune et sa flore, en langue bretonne... Les promenades et randonnées en breton se multiplient. Et elles connaissent un franc succès. Comme à Morlaix, où la visite mensuelle [chaque dernier samedi du mois, 30 places sur le bateau pour une visite commentée en breton] du Château du Taureau affiche complet... e brezhoneg, mar plij !
