Plougoñ. Mein ha fuzuilhoù

 

 

Embannet e stumm DVD eo bet «Des pierres contre des fusils ». Ar film bet troet e Plougoñ gant Nicole ha Félix Le Garrec n'eo ket deuet kozh anezhañ. Tamm ebet.

 

« A-wechoù zo muioc'h a re yaouank evit a re gozh er sal. Teir wech eo bet diskouezet ar film e-barzh skol-veur Roazhon! » N'eo ket nevez anezhañ koulskoude. Tost tregont vloaz zo e oa bet troet « Des pierres contre des fusils » gant Nicole ha Félix Le Garrec.

 

Fuzuilhoù an archerien hag ar CRSed. Mein ar C'hab, bet stlapet gant tud Plougoñ, pa oa bet kaoz da sevel ur greizenn nukleel war o douaroù.

 

« Ar film n'eo ket deuet re gozh anezhañ. Resistañs an dud a blij d'ar re yaouank. Trist a-walc'h eo ar re yaouank goude ar film a-wechoù. Alies em eus klevet: ne vefe ket mui posupl ma c'hoarvezfe bremañ. »

 

Ha petra ne vefe ket mui posupl ? Tud ur vro o tifenn o bro. O unan. Ur vro baour. E penn ar bed. Tud savet a-enep d'ar CRSed, d'ar « c'homissaires enquêteurs », d'ar c'hazetennoù o deus embannet e vefe un dra vat evit ar Frañs. Tud savet a-enep d'ur Stad.

 

Stanket an hentoù

 

« E ti Marie Carval, e Kerstrad, e oa bet roet bod deomp. Noz  ha deiz e oa labour. Noz ha deiz e oa traoù da filmañ. E-pad an noz e veze lakaet tan en otoioù kozh war an hentoù. » Ha mein. Ha lastez. Ha gwez. Ha kement tra da stankañ an hentoù.

 

An tourter a deue diouzh ar mintin. Libr e veze an hent ur pennadig goude-se. Hag e c'helle dont an archerien en-dro. E pep lec'h. A-dreñv ar c'hleuzioù. Dirak an ti-kêr. Tro-dro da garavanenn ar gomiserien enklaskerien.

 

Ar merc'hed hag ar vugale a veze kaset dirazo. D'ober goap. Da chigardiñ. Da uzañ anezho. « Me m'eus gwelet ar re gozh o chom plantet sonn dirak ar“ grenade offensive». Ha cheu ivez. Kann ha mein. Ha tud bet tapet gant ar CRSed. Tud yaouank ha kozh. Bet kaset d'ar Pont goude-se. D'ar c'hloerdi. D'ober pinijenn war o fenndaoulinou...

 

An dud a oa kontant da welet ac'hanomp. Bemdez e oa goulennet gant Félix m'hon doa graet labour vat. " Ma n'eus ket imajoù, ne vo ket tra da ziskouez d'ar re all" a veze lavaret deomp.

 

Ha bemdez e veze diskouezet ar rushoù dezho, ar pezh hon doa filmet ». Ha war ar rushoù: buhez ur vro. Tud kozh o vanifestiñ, kasketenn hag all. Pe koef. O labourat er parkeier e-pad an deiz.

 

O troc'han gwez e-pad an noz, kuit da vezañ kaset d'an toull. Ha trouz spontus an askell dro o nijal a-us dezho.

 

Fier eus o bro

 

« Ezhomm a zo da lavaret nann a-wechoù. Ma n'omp ket gouest da lavarout nann e vo trist an traoù ! Met start e vefe bremañ. An dud a zo muioc'h "individualistes". A-raok e veze an dud asambles e-pad an deiz hag e-pad an noz. Bremañ e vez an dud dirak an tele. Ar familh n'eo ket mui asambles. N'eo ket ar mêmes buhez. Aon o deus an dud da goll o labour. Unan yaouank, goude bezañ gwelet ar film, en doa lavaret deomp: "gwechall e oa devet otoioù ivez ?". Marteze a-walc'h. Met ne oa ket dres evel er "banlieues". Tud Plougoñ a oa fier eus ar vro, tost ha tomm ouzh o bro. Ha fiziañs o doa en dud all. N'eo ket evel er bannlevioù. Ar re gozh, pa welont ar film, o deus truez eus ar re yaouank. Diaesoc'h e vo d'ar re yaouank, a soñj dezho ».

 

Lionel Buannic

Pennad embannet e-barzh An Delegram (pevarzek a viz Mezheven daou-vil-seizh -14/06/2007)

 

 

« Plogoff: des pierres contre des fusils » Nicole Le Garrec, Production Bretagne Films.

Projection au Champs libres, à Rennes, le 24 juin 2007 à 16 h 00.

 

E galleg, en français

Le film a près de 30 ans, mais il n'a pas pris une ride. «Des pierres contre des fusils» est maintenant disponible en DVD. Nicole et Félix Le Garrec ont filmé, jour après jour, la résistance des habitants de Plogoff / Plougoñ contre le projet de centrale nucléaire, et contre la pression de l'État. Le pot de terre contre le pot de fer. Des habitants, jeunes et vieux, qui brûlent les voitures à la nuit tombée, et vont condamner les routes avec des pierres ou des branches d'arbres. Des femmes et des enfants qui restent plantés devant les CRS des heures durant. Des élus qui entrent en résistance alors que la presse parisienne et l'État martèlent le bien fondé du projet. Et une question terrible à la fin du film: un tel engagement serait-il encore possible aujourd'hui ?

 

English summary and comments [Karnedig Koantik]

This paper is about a film, that can be found now on a DVD, produced during the Plogoff events.

Plogoff (Plougoñ in breton language) is a small city at the very end of Brittany, known through a very long and sustained struggle between the local population and french inner policy forces (CRS / Compagnies Républicaines de Sécurité, as they are named), 30 years ago. The Bretons were engaged in a remarkable resistance against the EDF / Electricité de France company and the French government, both of them intending to set up a nuclear civil power unit very closed to the site of Pointe du Raz (Beg ar Raz, in breton language) known as a spectacular wilderness spot seen as of one of the most beautiful western point of the European continent. Finally, newly elected president François Mitterrand, in line with his political program and proposals, decided not to go further and stopped the Plogoff project. In addition, it is to be noticed that all the french strategic nuclear submarines are based not far from there. That's why the western part of Brittany  still remains under nuclear fear. Nowadays , this site, which is an example for environment protection, welcomes about one million visitors every year.