Régis Diserbo.
Ur Breton e Pariz
Breizh Pride a vije bet gwiroc'h eget Breizh Touch, ken fier ma oa ar Vretoned o chom e Pariz.
War bali ar Champs-Elysees e oa disul vintin. O c'hortoz ar bagadoù hag ar c'helc'hioù keltiek. « Ma vijen bet chomet, dirak an tele e vije bet gwelloc'h, kement a dud a oa ! Ur mor a dud. Plijout a ra d'an dud. An hengoun eo penn kil ha troad. » Ha ne ra ket drouk da Barizianiz gouzout eo bev ar sonerezh hag an dañs e Breizh. Met Régis Diserbo en deus kavet gwelloc'h mont da bourmen e liorzh Tino Rossi, war vord stêr Seine. E-touez ar bagou pesketa, ar bagou dre lien ha teknologiezhioù ar mor. « Dedennus ha plijus em eus kavet. An dud e Pariz, ne ouzont ket ez eus traoù seurt-se e Breizh. Evito eo ul lec'h da vakañsiñ, da bourmen, da gaout diskuizh. Gant festoù folklorel, traoù ar c'hiz kozh, gwiskamantoù mod kozh, ur yezh e-touez ar re goshañ. Plijet en deus din ar mod ma oa diskouezet an traoù er Breizh Touch: livioù flamm, modern, Oceanopolis, embregerezhioù, traoù a-vremañ. »
Un diaspora e Pariz ?
Labour zo d'ober ma fell d'ar Vretoned diskouez mat ar pezh a vez graet en o bro, hiziv an deiz. N'eo ket bet graet al labour-se betek-henn. E Breizh. Nag e Pariz. « Al lodenn vrasañ eus ar Vretoned o chom e Pariz a zo deuet gant ar soñj distreiñ b'ar vro. Me zo, un tammig, e-giz-se. Poan am eus, a-benn neuze, d'en em lakaat da sevel traoù nevez e Pariz. An dud evel Bolloré, Le Lay, Leclerc o deus "réusiset" muioc'h hag ar re all. N'int ket tout-à-fait evel ar paour kaezh Yann deuet e Pariz da labourat er Post pe er Polis. »
Daoust hag ez eus un diaspora gant ar Vretoned o chom e Pariz ? N'eo ket anat, hervez Régis Diserbo. «Kevredigezhioù a zo. Ar Vretoned a gustum en em vodañ, dreist-holl en ur zeskiñ dansal. Ar festoù-noz a ra berzh. Met war ar pemdez, ne lavarjen ket omp kustum d'en em sikour. Al liammoù etre an dud deuet eus Afrika, eus ar Maghreb a zo krenvoc'h. Ar re-se a gustum en em sikour, abalamour int deuet eus broioù paouroc'h. Ar memes tra eo e_Breizh: an dud ne anavezont ket ken. »
Plas ar Brezhoneg
Ezhomm en doa bet Régis Diserbo da gejañ gant Bretoned all, memes-tra, pa oa degouezhet e Pariz, dek vloaz zo. « Diaes e oa din bevañ e kêr. Pemp bloaz am boa bet ezhomm da vezañ en va bleud. Evit an dra-se e oan aet davet kevredigezh "Bretoned Rueil". Kontant e oan da gaout darempredoù gant tud ar vro. Kinniget e oa bet din d'ober war-dro ar c'hentelioù brezhoneg. » Graet en doa. Hag e vez atav oc'h ober. Ur wech ar sizhun. « 20 den a zo, pa gonter ar pevar live. Pezh a zo mat kenañ. » Gwelloc'h evit e lec'hioù zo e Breizh, memes. Ha yaouank an dud. Pezh zo souezhus. « Me soñj din e ra diouer un dra bennak dezho hag e klaskont adkavout ul lodenn vihan eus ar pezh o deus kuitaet. Un dra bennak a vank dezho. Lod a zo o zud brezhonegerien. Lod o deus bet, poent pe boent, ul liamm gant ar brezhoneg. Unan a zo bet ganet e Pariz, met he zad kozh a ouie brezhoneg. Ar brezhoneg a zo ur perzh eus identelezh ur Breizhad. » Ha gwir eo kement-se evitañ ivez. « Brezhoneg a zo ur mod din da harpañ ouzh kleñved ar gêr. »
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh an Delegam d'ar seizhvet-warn-ugent a viz Gwengolo daou-vil-seizh (29/09/2007)
E galleg, en français
La Breizh Touch aurait pu s'appeler Breizh Pride, tellement les Bretons de Paris en étaient fiers ! Et nombre d'entre eux avouent qu'il est temps de changer l'image de la Bretagne à Paris. La Bretagne ne rime pas qu'avec coiffe, cidre, et biniou. Elle est également terre de jeunesse et d'innovation technologique, affirme Régis Diserbo, des Bretons de Rueil-Malmaison (92). Et dans cette image moderne, la langue bretonne a une place centrale. La preuve: les cours de breton ne désemplissent pas.