Thibaud. Evel ul labous
3.500 metrad a uhelder. 180 km/eur. Harz-lammer eo Thibaud Guymard.
« Aon am boa bet ar wech kentañ. Santout a raen ma c'halon. Kreñv e oa. Pa oamp erruet war dro 3.500 metrad, e oa bet lavaret din "bon saut" gant ar re all. Morse n'em boa bet gwelet dor ur c'harr-nij digoret en aer. Ispisial e oa : aon am boa, ha c'hoant da vont ivez. Klasket em boa nompas soñjal re, kemer ma alan, ha lammat... Yenijenn an aer a oa santet, mat tomm e oa din gant an adrenalin ! N'ouien ket re petra ober, ha da belec'h mont. Met daou gelenner a oa asambles ganin. Dreist e oa! »
E-pad pell e oa bet o c'hortoz an abadenn-se. Bloavezhioù. Pa oa bihan en doa. gwelet, dre an tele, tud o nijal evel laboused. Lakaet en doa en e benn ez afe d'o heul. Ur « parachut », pe un « harz-lamm » war e gein. « Ker e koust an traoù, ha n'em boa ket arc'hant. Labouret am eus e-pad daou viz hanter ha lakaet arc'hant a-gostez. » Trawalc'h da baeañ ar c'hentelioù. « N'eus nemet ur skol e Breizh, hag e Gwened emañ. A-raok lammat e vez desket an traoù tamm ha tamm: penaos mont er-maez eus ar c'harr-nij en ur sevel an divrec'h, petra ober goude al lamm, ar pezh a zo dañjerus, petra ober ma vez ur gudenn...» Ha penaos ober buan: nebeutoc'h evit ur vunutenn e pad ul lamm e-giz-se. Buan spontus e kouez korf un den : 180 km/eur !
Meur a sport
« Ur sport gwir eo. Hag a bep seurt a c'heller ober en aer: "saltos, tonneaux"... "Vol relatif" a blijfe din ober: meur a hini o lammat asambles en ur dresañ traoù en aer. Eizh den a c'hell mont e-giz-se, ha traoù brav a vez gwelet ! Lod a ra "Wing suite" ivez: lammat a reont eus 6.000 metrad, ha klask a reont chom en aer ar pellañ posupl. "Sky surf" a vez graet ivez... Meur a sport a zo. Ret eo bezañ yac'h ha barrek, met forzh piv a zo gouest da lammat : paotred, merc'hed, tud yaouank ha kozh. An hini koshañ e-barzh Klub Gwened a zo 70 vloaz ! »
Hag ez a fonnus an traoù gant an dud-se. Pemp pe c'hwec'h lamm a c'hell ober Thibaud Guymard e-korf un dibenn sizhun. « Plijus eo lammat asambles gant ar re all. Plijus eo an aergelc'h. Bevet e vez asambles. »
Ker, met plijus kenañ
Ar priz eo ar pep displijusañ a-benn ar fin. « Ar pep kerañ eo kregiñ gant ar sport. Etre 500 ha 1.200 Euro e koust. 22 euro e vez paeet evit pep lamm da c'houde. Ker eo. Brevedoù a zo ivez. Ar breved A am. eus tapet. C'hoant am bije mont betek an hini B, da vezañ gouest d'ober "vol relatif", gant tud all, ha kenstrivadegoù marteze. »
Gouzout a ra mat Thibaud Guymard ne ra ket ur sport dres e-giz ar re all. « A-wechoù e vez soñjet eo dañjerus, evel just. Met muioc'h a riskloù a zo gant un oto eget gant un harz-lamm. » Ha ken kaer eo an traoù, forzh penaos. « Pa vez graet lammoù e Bro Gwened e vez gwelet toud ar Mor bihan, ha betek Kiberen pa vez brav an amzer. Pa vezer en oabl e vez amzer da welet. Dreist eo. N'eus ket gêrioù da lavaret ar pezh a santer. »
Lionel Buannic
E galleg, en français
Imaginez-vous sauter d'un avion à plus de 3.000 mètres d'altitude. Votre corps atteint alors la vitesse de 180 km/h. Et le saut dure moins d'une minute ! Thibaud Guymard évoque ici, avec passion et plaisir, les surprenantes sensations d'un parachutiste.