Iwan B. Pop/rap

e Brezhoneg

 

Skrivañ ha kanañ a ra e Brezhoneg. Mes e zoare da seniñ, hag hor yezh, en deus desket... e Pariz!

 

C'hoari a ra gant gêrioù hor yezh. Klotañ ha diglotañ a ra ar gêrioù, troioù-lavar, ha me oar... Kaner pop/rap eo, emezañ (« ha n'eo ket raper ! N'eo ket ar memes tra ! »). 'Ba 'r bed-se e vez diazezet pep tra war an doare da skrivañ ha da zistagañ an traoù. Ha gantañ e teu brav. Forzh n'eo ket bet ganet e Breizh, ha n'emañ ket o chom er vro. Forzh e vez levezonet muioc'h gant sonerien eus Pariz, eget gant kanerien ar Menez Are. E Les Lilas, e bannlev [pe rakkêr] Pariz, eo bet ganet Iwan B. Hag e Pariz eo bet o chom atav. «Mont a raen alies da Vreizh Uhel da vakañsin, etre Sant Malo ha Dinan, e-lec'h ma oa ma zud kozh o chom. Eus Bro Gwened e oant. Hag ur wech em boa klevet anezho o kaozeal Brezhoneg». D'ar poent-se o deus cheñchet an traoù tamm ha tamm. « Pa oan 18 vloaz em boa bet soñj deskiñ Brezhoneg, evit gwelout ma oa tost eus ar galleg pe get. 'Benn ar fin em boa gwelet e oa disheñvel krenn eus ar galleg. Plijet en doa din. Tost ha pell e oa, war un dro. Komañset em boa da zeskiñ ma-unan, gant Assimil ha lakaet em boa ma anv da vont er c'hentelioù brezhonek el lise Voltaire e Pariz».

 

Ar Brezhoneg e Pariz

 

Deskiñ, skrivañ, ha kaozeal Brezhoneg e Pariz... ur soñj (hag un den) drol ? « N'eo ket ! Er skol e veze klevet mignoned o kaozeal o yezh a orin. E Pariz eo ar Brezhoneg ur yezh evel ar re all. N'eo ket un dra souezhus amañ. Ur bern Bretoned a zo o chom e Pariz. Evel kalz a dud all o tont eus pep lec'h». Ha nebeutoc'h a drouz a zo gant ar brezhoneg e Pariz, eget e Breizh. « Daou staj am eus graet e Breizh da beurzeskiñ Brezhoneg. E Skaer hag e Kemper. N'ouien ket e oa nebeutoc'h a dud o komz Brezhoneg er vuhez foran. N'ouien ket stad hag istor ar Brezhoneg e Breizh. E Paris n'em eus ket tro da gaozeal Brezhoneg alies. Met chom a ran e darempred gant ar yezh, dre ar c'hazetennoù hag ar rouedad. Ha skrivañ a ran e Brezhoneg. Abalamour da se ne santañ ket an diouer. Bemdez e teskañ traoù nevez. Soubidigezh eo, en ur mod ! ».

 

Meskañ doareoù sonerezh

 

Ul levezon nevez eo bet ar Brezhoneg evit Iwan B. Ul levezon nevez e c'hellfe bezañ Iwan war bed ar sonerezh e Breizh. «Soner piano a-vicher on. Ha me 'blij din meskañ doareoù sonerezh a bep seurt: rap, bip hop, latin, elektro a-wechoù... Un doare da veajiñ eo. Hag al liamm etre an holl doareoù-se eo ar Brezhoneg ». Div wech eo bet priziet ar c'haner yaouank e Breizh, dija. Ur wech da vare « Devezh ar Brezhoneg ». Hag ur wech all da genver «Prizioù amzer da zont ar Brezhoneg» a vez roet gant ar Rannvro hag Ofis ar Brezhoneg. «Souezhus krenn e oa bet ! Lakaet em boa ma anv evit ar plijadur. N'ouien ket penaos e vije bet degemeret ar pezh a raen. Kalon en doa roet din evit mont war-raok». Hag eo aet. Hag ez aio c'hoazh, en amzer da zont. « Ur bladenn a soñj din oc'h enrollañ e 2008». Ur gejadenn souezhus etre un den hag ur yezh. Ur yezh hag un den. En e zoare. En o doare.

 

Lionel Buannic

pennad bet embannet e-barzh an Delegram d'an unnekvet a viz Here daou-vil-seizh (11/10/2007)

 

Evit selaou ouzh Iwan B: myspace.com/iwanb

 

E galleg, en français

II écrit, chante, et joue avec les mots et sonorités de notre langue. Avec talent. Iwan B est un jeune chanteur pop/rap prometteur. Entièrement en langue bretonne. Il n'a pourtant jamais vécu en Bretagne, et n'y vit toujours pas. Sa découverte et son apprentissage de la langue se sont faits à Paris. Et ses influences musicales sont plus proches de la banlieue parisienne que des Monts d'Arrée.