Maguy. Skrivañ
evit ar re yaouank
Gouzout a ra sachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank, en o yezh dezho. Pemp levr he deus skrivet evito, dija.
« Skrivañ evit ar re yaouank ? N'eo ket ken diaes ! ». Ha gouzout a ra mat eus petra a vez kaoz. Mamm Ameli Penn Koumoul eo (div levrenn bet embannet gant TES, un trede hini prest da zont er-maez), « Redek war rodoù » (buhez daou grennard, unan anezho o vevan en ur gador ruilh, « Rederig e galon noazh » (karantez war vord ar mor e-pad ar vakañsoù), o paouez bezañ embannet gant « Al Liamm ». « Ne gavan ket diaesoc'h skrivañ evit ar re yaouank, gant ma chomer war tachennoù ar vuhez bemdez. Traoù zo a c'heller loc'han diwarno : ar garantez a blij kalz d'ar re yaouank, an urzhiataer, ar pell-gomzer ezhouk, an dramm, an teknologiezhioù nevez, ar sportoù, an dazont micherel... Un oad etre eo. N'int ket tud deuet c'hoazh, met ne blij ket dezho bezañ kemeret evel babigoù. Plijout a ra dezho ur vuhez etre ar gêr hag ar skol ».
Pell ouzh “ar c'hliché”
Pell a-walc'h emaer aze deus ar grennarded a vez gwelet er c'hazetennoù hag en tele: tud yaouank sod pilh gant ar c'hoarioù video, an euzhviled da lazhañ, an traoù skañv, ha prest da brenañ forzh petra, gant ma vo diouzh ar c'hiz. « Ur c'hiz hepken eo ar feulster a-vrernañ, 'sonj din. Ar c'hoarioù video ne badint ket, matreze... Gwir eo e vez gwelet kalz tele “réalité", met ne gav ket din e vez dedennet an dud yaouank, o welet ar pezh a vevont war-eeun. Mont a reont da welet filmoù evit gwelet traoù disheñvel. Ne gav ket din e vefe ken fall-se stad an traoù gant ar re yaouank, pa weler ar pezh a lennont: gant Harry Potter zo bet kavet urmod da zedennañ anezho gant traoù kozh, en un doare renevesaet. Dedennet e vezont atav gant ar memes traoù : harozed, avañturioù bras, traoù kaer... Kalonekaet e vez ar skrivagnerien ! Matreze e vez sellet ouzh al lennegezh-se evel ul lennegezh eil renk. Met kalzig a draoù a zo chomet el "lennegezh vras", a oa bet skrivet evit er re vihan: Alice, Tom Sawyer... Ha lennet int bet gant-ar revras ivez».
Troioù-lavar poblek
Ha muioc'h a galon c'hoazh he deus Maguy Kerisit, en ur skrivañ e brezhoneg, ha kavout ur c'hempouezh etre yezh ar bobl, ha yezh ar vrezhonegerien yaouank a-vremañ. « Ne gav ket din e ranker skrivañ traoù aesoc'h da lenn peogwir eo e brezhoneg. Ar pezh a zo plijusoc'h, matreze, eo an troioù-lavar poblek, a glaskan silañ el levrioù, evit lakaat buhez, ha chom tostoc'h eus ar yezh komzet. Displegañ a reont mat imorioù an dud. Pinvidikaet e vez yezh ar re yaouank, daoust m'eo deuet an troioù-lavar-se diwar ur vuhez war ar maez, aet da get ». Met ne vefe ket chalet, en ur skrivañ troioù-lavar all, e doare « Trug' », « Ken tuch' », pe « re vad », war a seblant. « An eil ne vir ket ouzh egile. Ret eo stourm ma chomfe brezhoneg mat. Levezon ar galleg a vez santet gant ar re yaouank, matreze. Met atav zo bet levezon gant ar yezhoù all ».
Lionel Buannic
pennad bet embannet e-barzh An Delegram d’an navvet warn-ugent a viz Du 2007
« Redek war rodoù », Maguy Kerisit, TE5,70p,9€.
« Rederig e galon noazh », Maguy Kerisit, Al Liamm, 112 p, 10 €.
Notenn gant Karnedig Koantik :
Trug’ = Trugarez
Ken tuch’= ken tuchant, ken tuchantig
E galleg, en français
Écrire pour les jeunes ? Ce n'est pas plus difficile qu'écrire pour les plus grands. Maguy Kerisit a l'art de sentir l'air du temps et de séduire un public difficile : les adolescents. Elle en est déjà à son cinquième livre en breton. Tous s'inspirent de la vie quotidienne des ados. Bien loin des clichés habituels dont nous abreuve la télé.