Kaou Sanson.
Goulennoù ar Feiz.
Studier war an doueoniezh eo Kaou Sanson e-barzh skol-veur gatolik Angers. Un dibab souezhus evit un den yaouank.
Klask kompren petra eo ar Bibl, eus a-belec'h e teu ar Skridoù sakr, piv en deus skrivet an testennoù-se, petra a dalv ar Silvidigezh... Kaou Sanson n'eo ket beleg, na kloareg zoken. Studier war an doueoniezh eo. Ha gantañ e vez studiet an danvez-se evel forzh peseurt danvez er skol-veur. « Ne vez ket klasket kompren an Iliz hag ar relijion eus an diabarzh, met eus an diavaez. Liammet e vez ar Feiz hag ar Skiant. Studiet e vez hervez hengoun an Iliz (Skridoù sakr, Tadoù an Iliz...) ha skiantoù an amzer (sokiologiezh, istor, antropologiezh, bredelfennerezh...). Ur skol digor eo. Beleien ha seurezed a zo e-touez ar gelennerien, ha tud n'int ket na beleg na seurez, met kristenien dre vraz. N'eo ket un doare strizh da welet an traoù. N'eo ket ur c'hloerdi, e mod ebet ! Prederouriezh a vez studiet ganeomp ivez : er mare-mañ e vez lakaet ar gaoz war Jean-Paul Sartre. Ret eo studial div yezh : gregaj, latin, pe hebraeg. Sokiologiezh ar relijionoù a vez graet ivez : Islam, Boudaegezh, ha Yuzevegezh. » Ha danvezioù all a bep seurt. Tost eus an douar a-wechoù (istor an Hebreed) pe eus an Neñv. « Lennet e vez pennadoù Sant Tomaz, pe Sant Eosten. En em c'houlenn a reomp petra eo ar gras, petra eo ar Silvidigezh, petra dalv bezañ saveteet gant ar C'hrist.» Ha danvezioù souezhusoc'h c'hoazh : Kristologiezh, Ilizoniezh, Soterologiezh...
Kompren an istor.
« An doueoniezh he deus cheñchet ma zoare da welet ar relijion. Me 'soñje din e oa ur wirionez a rae da gompren pep tra. 'Benn ar fin e welan eo kompliketoc'h... N'eo ket un dra a zo araozomp hag e tegemeromp. N'eo ket klok. Hervez an dud eo. Hag ul labour pemdeziek eo kompren ar Feiz ha perak e kreder. Degaset en deus din ur seurt fiziañs e-keñver ar pezh eo an Iliz. N'eo ket ur bed kloz. An Iliz a zo o klask en em gompren, war an tu mat. Traoù ar Bibl a c'hell bezañ diaes da gompren a-wechoù. Dav eo gouzout an istor : Doue a zo en em c'hraet den, evel ma oa en e vro, en e istor, en e amzer. Istor an Iliz a zo bet levezonet gant an istor ivez. Ma oa bet " Le Concile de Trente " a-enep d'ar Reform e oa abalamour d'ar pezh a c'hoarveze d'ar poent-se. Traoù all a zo bet savet diwar traoù a zo digomprenus hiziv. Un diaezamañt eo. Met goulennoù a-vremañ a zo atav evit ur c'hristen. Karantez Doue n'eo ket a hiriv, a dec'h, met a-viskoazh. »
Kinnig mennozhioù.
Paotr al levrioù, ar studiadennoù hag ar soñjoù don eo Kaou Sanson a-dra-sur. « Gwelout a ran plas ar relijion katolik hiriv. War un tu eo trist. Met yac'h. Deuet omp er-maez ur prantad e-lec'h ma ranke an dud bezañ katolik. Un dibab eo hiriv. Un dra donoc'h ha gwiroc'h. Kalz a dud eus ma oad o deus klevet o dud o kontañ ar pezh o doa gouzañvet gant ar veleien er skolioù. Ar re yaouank-se n'en em rentont ket kont he deus cheñchet an Iliz. Lennet em eus an " Da Vinci Code " ivez. Mat em eus kavet e-keñver an istor polis. Met dizonest e-keñver ar Feiz. Ar Vatikan n'eo ket un ensavadur kozh ha kloz. Butiez an Iliz ne vez ket renet gant ur rann a dud. Met ma 'z eo bet gwerzhet mat al levr-se eo abalamour e vank un dra bennak e-barzh buhez an dud, a gav din. N'eo ket un dra relijiel dre ret. Me ne blij ket din ober "prosélytisme". Met klask a ran kinnig mennozhioù, da sikour bevañ en un doare mat. » Mennozhioù ha goulennoù a-viskoazh ha da viken...
Lionel Buannic
Embannet e-barzh An Delegam, d’ar 14vet a viz Kerzu 2006
Geriadurig :
Doueoniezh : théologie
Bredelfennerezh : psychanalyse
Prederouriezh : philosophie
Yuzevegezh : Judaïsme
Sant Eosten : saint Augustin
Silvidigezh : le Salut
Soterologiezh = studiañ war ar Silvidigezh (diwar ar galleg “sautériologie”? =Silvidigiezh ?)
Boudaegezh= boudhisme (diwar ar Bouda)
E galleg, en français
C'est une voie surprenante pour un jeune homme de 23 ans : Kaou Sanson est étudiant en troisième année de théologie à l'Université catholique d'Angers. Il ne se prépare pas à la prêtrise ou à la vie dominicale, mais étudie la religion catholique « de l'extérieur », comme il se plaît à le rappeler. L'étude des textes sacrés se fait à travers l'histoire, la philosophie, l'anthropologie, la sociologie, les langues, et même la psychanalyse ! Une étude qui apporte autant de questions que de réponses, et qui prend encore plus de sens dans un monde où les religions (et le manque de religion) posent un vrai problème de société.