Stumdi.
20 vloaz.
20 vloaz Stumdi a vez lidet er mare-mañ. Muioc'h mui a dud a deu da zeskiñ brezhoneg dindan 6 miz.
20 vloaz zo e oa e-touez ar stajidi kentañ. Hiziv emañ Claudie Mottais e-barzh skipailh ren Stumdi. « Soñj am eus em boa graet ur staj e-pad un dibenn sizhun. Krouet e oa bet Stumdi gant André Lavanant, prezidant kentañ Diwan. Ha d'ar mare-se e oa stummet tud Diwan kentoc'h. Da c'houde e oa bet kinniget stajoù ur sizhunvezh ha degemeret tud " eus an diavaez ". Ha 13 vloaz zo o doa bet soñj da sevel stajoù hir, e-pad c'hwec'h miz. Ur bariadenn e oa. Ne oa ket gopret an dud e-pad ar prantad-se. »
Labour gant ar brezhoneg.
Gounezet eo bet ar bariadenn-mañ. Ar bloaz-mañ e ranko Stumdi serriñ an nor da dud zo, kement a c'houlenn a zo.
« 75 den a vo stummet e Landerne hag e Plañvour. Ne c'heller ket mont pelloc'h abalamour d'ar plas. An dud o deus klevet e veze kavet labour gant ar brezhoneg. Ha gwir eo. 65 % eus ar stajidi a gav labour da heul ar stummadur. » Labour er c'helenn, evel just, evit an div drederenn diouto. Met klasket e vez brezhonegerien war dachennoù nevez ivez, eme Claudie Mettais.
« Lod a gav labour er mediaoù. Darempredoù hon eus gant tier ar re gozh hag an ospitalioù ivez. Dedennet eo ar renerien da zegemer tud a oar brezhoneg. Pa deu kozh an dud e kavont aesoc'h kaozeal brezhoneg. Goulenn a zo gant an tiez-kêr ivez. Ha gant ar skolioù brezhonek : ATSEM a zo ezhomm da sikour ar skolaerien d'ober war-dro ar vugale... Labourat a reomp, neuze, gant ar Missions Locales hag an ANPE. » Micherioù a bep seurt e brezhoneg. Stajidi a bep seurt a vez gwelet bremañ ivez. « Prouet hon eus e oa efedus hor stummadur. Abalamour da se hon eus bet un " agréement " digant ar Rannvro. Gellout a reomp degemer tud dilabour, ha tud o deus paouezet gant o labour e-pad meur a vloavezh. Gwelet e vez muioc'h mui a dud o tont gant ur CIF (Congé Individuel de Formation) ivez. Lod eus outo a felle dezho deskiñ brezhoneg abaoe pell. Dre ar CIF e vezont gopret gant o embregerezh. »
Pedagogiezh nevez.
« Gant Stumdi e teuer a-benn da gomz brezhoneg buan-tre. C'hwec'h miz e Stumdi a dalv kentelioù noz e-pad 14 vloaz !
Stummadurioù nevez.
« Me soñj din ez aimp muioc'h war an dachenn en amzer da zont. Goulennet e vez kentelioù brezhonek e-barzh stalioù zo : Ifremer, Coop bio, en Tiez-kêr ivez, evel e Pondi. Klasket e vo krouiñ ur stummadur a live " uhel " ivez. Kalz a dud o deus ezhomm donaat o yezh. Souezhet on pa welan pegen pinvidig eo hor stajidi. Lod o doa ur vicher a-raok ha ne soñje ket dezho labourat e brezhoneg. Koulskoude e vo ezhomm kontourien, psikologourien, kuzulierien skol... a ouio brezhoneg en amzer da zont ! » E Stumdi e vint kavet !
Lionel Buannic
Embannet e-barzh An Delegam, d’ar 21añ (d’ar c’hentañ-warn-ugent) a viz Kerzu 2006
Geriadurig :
C.I.F. / Congé Individuel de Formation
E galleg, en français
II y a de plus en plus de travail en langue bretonne ! Il y a donc de plus en plus de monde à vouloir apprendre la langue. Le centre Stumdi est l'un des rares organismes à proposer une formation professionnelle agréée de six mois pour apprendre le breton. 65 % des stagiaires trouvent du travail à l'issue de cette formation. Des chiffres qui mettent du baume au cœur et permettent de fêter dignement les 20 ans de cette institution.