2006. Bloavezh ar yaouankiz.
Fiziañs a c'heller kaout 'ba amzer da zont ar brezhoneg pa vez taolet ur sell war ar pennadoù bet embannet war bajenn spered ar vro ar bloaz-mañ.
Pelec'h ar vugale bet er skolioù brezhonek ? Aet int d'ober un tamm tro (er bed a-bezh a-wechoù), hag int deuet en-dro ! Ar re goshañ a zo o kregin gant o labour. War ar bajenn-se ho peus gwelet Sébastien Guillouzic, bet o vevañ e Rusia meur a wech e-pad pemp bloaz. Meriadeg Ar Braz en deus kontet e vuhez nevez : bemdez e vez o veajiñ e pevar c'horn Europa gant gwiskamant Air France. Tudi Kernalegenn a zo kelenner (yaouank) war ar skiantoù politikel e Roazhon. Embannet en deus e dezenn diwar « An tu kleiz pellañ e Breizh er bloavezhioù 70 ». Soaz Lescop, bet e-touez ar re gentañ enskrivet el lise Diwan a zo deuet da vezañ kelennerez war ar filozofiezh e-barzh...Diwan, evel just. Plas d'ar yaouankiz !
A bep seurt
Fiziañs a c'heller kaout ivez, o welet ar re a zo o teskiñ brezhoneg er c'hentelioù noz. Tud a bep oad, hag a bep micher a vez gwelet. Yolande Coëffic-Groix a blij dezhi, bremañ, ober haptonomiezh e brezhoneg (sikour ar gerent da vont e darempred gant ar babig e-barzh korf e vamm). Ne oa den ebet gouest d'ober ar vicher-se en hor yezh betek-henn . Soñj ho peus eus Goulven Largouet : desket en deus brezhoneg un nebeut bloavezhioù zo ha skrivet en deus deomp e brezhoneg eus Antartika ! Domitille André he deus kontet he labour gant ar re yaouank e-barzh ar « mission locale » e Pondi. Ha plijadur hon eus bet o selaou Buhendwe Eluga , un Afrikan deuet sod gant ar brezhoneg. Emañ o sevel
Nag a dud plijet gant hor yezh a vez kavet !
Tekonologiezhioù nevez
Muioc'h a fiziañs a c'heller kaout c'hoazh o welet e vez krouet, embannet, ijinet, a bep seurt en hor yezh. Gant binvioù a-vremañ evit tud a-vremañ. N'ho peus nemet selaou pladenn elektro Paskal Lamour, lenn « Gaston Lagaffe », pe « Titeuf » e brezhoneg, sellout ouzh an DVDoù en hor yezh, lenn al levr kentañ war Naoned (an-hini kentañ e brezhoneg), pe lenn ar Manga kentañ bet troet en hor yezh. Splannoc'h c'hoazh eo an traoù war dachenn an teknologiezhioù nevez : labourât war an urzhiataer en hor yezh a c'heller ober gant Open Office, mont war an Internet gant Firefox e brezhoneg, gervel ar vignoned er bed a-bezh gant Skype e brezhoneg, klask forzh petra war ar rouedad gant Google pe Wikipedia e brezhoneg, lenn blogoù a bep seurt e brezhoneg ha sellout ouzh abadennoù war-eeun, zoken, e brezhoneg, war an Internet. Ya, fiziañs a c'heller kaout da vat. Bloavezh mat !
Lionel Buannic
E galleg, en français
Attention, les jeunes bretonnants arrivent en masse ! Et ils ont beaucoup à nous dire. 2006 reste marquée par l'arrivée dans le monde du travail des premiers élèves issus des écoles en breton. Ils sont aujourd'hui pilote d'avion, enseignant en sciences politiques, designer... Ils ont barroudé. Et cette page leur a largement donné la parole tout au long de l'année. Ce phénomène n'en est qu'à ses débuts. Il va s'amplifier dans les prochaines années. C'est le résultat de trente années de travail pour l'enseignement en breton. Autre efficacité visible : celle des cours de breton pour adulte. Vous avez pu le constater dans cette page : de nombreuses personnes, après quelques années d'études, sont aujourd'hui capables de s'exprimer en breton. Ils sont chercheur en Antarctique, assistante sociale, haptonome... C'est aujourd'hui un véritable bonheur de voir que la langue bretonne est présente dans de nouveaux métiers et dans de nouvelles générations. Autant de raison d'avoir confiance dans l'avenir. D'autant que ses nouveaux bretonnants ont envahi Internet, un espace de liberté sans limite. Bonne année !