Tapet eo bet ar skeudennoù-mañ e kreiz ur gêr ma vez kalz a douristed enni e-pad lodenn vrasañ ar bloavezh.
Evit kaout bilhedoù, setu , paz ouzh paz , an doare d'ober gant ar benveg:
1. Dibabit ho yezh [Brezhoneg]
2. Grit ho kod-kuzh, hep bezañ gwelet. Ha kadarnait.
3. Dibabit hoc'h oberiadenn. Tennadenn gant tiked. Tennadenn hep tiked.
4. Dibabit pet euro ho po. Eus 20 € betek 100 € . Muioc'h.
5. Gortozit mar plij. Oc'h ober war-dro hoc'h oberiadenn emaomp.
6. Kemerit ho tiked hag hoc'h arc'hant.
7. Adkemerit ho kartenn.
8. Trugarez ha ken ar c'hentañ.









